Boest-an-diaoul

Pegoulz : d’al Lun, d’ar Meurzh ha d’ar Merc’her
Evit piv : Tud deuet ha bugale
Kelennerez : Delphine Florez

320 euro evit ar bloavezh + ezeladur d’ar gevredigezh Stignad SORTIR! diraezus / Posupl eo paeañ gant chekennoù vakañs / Distaol-briz evit ar studierien·ezed

Darempred : Philippe Troyaux – 06 03 53 25 72

Savet eo bet ar gentel-se evit an deraouidi met ivez evit ar re o defe c’hoant da beurlipat o mod da seniñ. Rannet eo ar c’hentelioù etre ar vugale hag an dud deuet e stum ur gentel hiniennel pe a-stroll gant 2-4 den hervez live pep hini. Diazezet eo ar c’hentelioù war roll-sonerezh hengounel Breizh.

Piv eo Delphine Florez ?
Sonerez a-vicher, gwelet e vez Delphine Florez war leurennoù Breizh abaoe 2 vloaz ; gant Arnaud Royer he deus savet ar strollad Kendon, kemeret he deus perzh e meur a raktres : Florez/Royer, Duodenum, «Filles qu’avez des serviteurs», Danserien bro Klegerec, Tan de’i ! … Finn Florez Trio, kelenn a ra seniñ boest-an-diaoul abaoe daouzek bloaz e Kelc’h Keltiek Roazhon met ivez e kevredigezhioù all e Bro-Roazhon.