Istor

Istor

D’an 9 a viz Kerzu 1934 en deus lakaet Eugène Cairou da dalvezout statudoù ar C’helc’h gant an Emvod Meur.
Pal : ” Ur gevredigezh anvet KELC’H KELTIEK ROAZHON – CERCLE CELTIQUE DE RENNES, hag he deus “Me a zalc’ho” evel ger-stur a zo bet savet e Roazhon. He fal a zo bodañ ar Vretoned a-du gant adsav buhezel ha speredel o bro, anzavadur he yezh hag he sevenadur ha derc’hel he perzhioù-dezhi. Dilennet eo Eugène Cairou evel prezidant. Embannet eo an disklêriadur e Prefeti Il-ha-Gwilun d’an 23 a viz Genver 1935.

Evel meur a gevredigezh a oa o kregiñ er mare-se ez ae en-dro ar C’helc’h e-ti an Ao. Régnier. E 1934 e oa aet d’en em staliañ e Saloñsoù Orsay, 1 straed Thiers. Tri bloaz war-lerc’h e kendalc’h an oberezhioù e sal ar 25, straed ar Pre-Perche, ha deuet eo da vout perc’hennour al lec’h-se e 1959. Da-c’houde adnevesa ar c’harter ez eo bet adprenet al lec’h gant ar S.E.M.A.E.B. d’an 2 a viz Gouere 1974 evit ur sammad ha ne oa ket a-walc’h evit prenañ en-dro ul lec’h ken bras. Treuzkaset eo sez ar gevredigezh da di Jean-Pierre Vincent, 28 straed ar Gantelloù. En ur c’hortoz da vout lojet en deus implijet ar C’helc’h meur a lec’h disheñvel, ha dreist-holl ur sal prestet gant an O.S.C.R e Kêryann. D’ar 1ñ a viz Here 1977 e oa bet kerzet gant Kêr-Roazhon ur savadur adnevesaet e Ti-Feurm an Harp.

En ur genderc’hel gant e oberezhioù e-pad ar brezel en doa kendalc’het ar C’helc’h da vont war-raok ha savet e oa bet meur a dra. E 1954 e oa bet savet ar c’hentañ Korollarvestoù poblek eus Breizh, diwar glask azasaat e korollerezh dañsoù Breizh, hag o doa padet e pad meur a vloaz. Bet int bet drevezet meur a wech da-c’houde. Savet e oa bet kevrenn Yaouankiz Breizh hag he doa bodet e-pad dek bloaz tro-dro 150 den yaouank, sonerien (Bagad Yaouankiz ha Bagad Kadoudal) ha dañserien.
Nevesoc’h ‘zo e 1985, e oa bet savet al Laz-Koroll hag a gendalc’h c’hoazh hiziv-an-deiz da zougen skeudenn ar C’helc’h e Breizh hag e-lec’h all tro ar Bed dindan anv Astour.

Skinadur ar C’helc’h war ar bed a zo bepred bet. Er bloavezhioù 1950 e oa bet aozet meur a veajoù d’ar broioù Keltiek. E-pad un dek bloaz bennak o doa kemeret perzh izili ar C’helc’h e troiadoù propaganda touristel aozet gant Poellgor-Rannvro an Touristerezh e Breizh hag er broioù all : Alamagn, Belgia, Izelvroioù, Luksembourk, Aotrich, Suis.
Abaoe 1989 e oa bet aozet meur a eskemm sevenadurel gant Lazoù arzel hag hengoun ar bobl ar Bed a-bezh. A-drugarez d’ar perzh en deus kemeret ar C’helc’h Keltiek e meur a ouel hengounel meur eus Breizh hag Europa ez eo deuet da vout kannadour Sevenadur Breizh.
Degaset eo bet kalz traoù gant Kelc’h Keltiek Roazhon da douristerezh Breizh ha bruderezh Kêr-Roazhon, moarvat.

Hiziv-an-deiz ez eo ar glad istorel-se diazez ur prederiañ dibaouez gant dilennidi evit sevel Kel’ch an dazont. Ul levr meur eo istor Kelc’h Keltiek Roazhon. Mard eo bet skrivet meur a bajenn, e chom muioc’h c’hoazh da ijinañ.